Article présentant mon ouvrage "Le Chapeau de mon grand-père". Extrait du journal mensuel en breton "Bremañ" 

13/08/2018

Anavezet eo Youenn Guillanton e metoù ar brezhoneg evit e labour skolaer Diwan e Roazhon hag e ganaouennoù (gant ar strollad « Meuriad » da gentañ war e anv dezhañ goude-se) dreist-holl.

E skridoù n'int ket anavezet kement. Un dastumadenn barzhonegoù ha kanaouennoù brezhonek :

« Gwez war Dosennoù », en doa lakaet embann e 2007 gant Skol Vreizh (S.O. Bremañ N°305).

En taol-mañ eo e galleg en deus skrivet Youenn Guillanton, gant :

« Le Chapeau de mon grand-père ». Dre rannbennadoù berr ha niverus, lennet buan hag aes e rann an aozer eñvorennoù ha dibaboù buhez. Boulc'hañ a ra al levr gant selladenn ti e dad kozh, marvet nevez zo, n'en doa ket darempredoù gwall vat gantañ. Adalek an degouezh familh-se e tiruilho, dre zegouezhioù skouerius alies pe dre demoù resis e savpoent hag e brederiadennoù a vremañ hag a wechall. Kuitaat ar gêr, bevañ e Bro-Bariz, mont da Vreizh da vevañ, deskiñ ur vicher, adstagañ gant ar studioù, beajiñ...

kontañ a ra an aozer, a-hed al levr penaos en deus sevenadur bro orin e familh, Beizh, levezonet e vuhez a-viskoazh, dre gaer pe dre heg. Diskouez a ra ivez eo bet maget e zoareoù da welet ar bed hag ar pobloù all gant kement-se.

Un emboltred dre skrid eo « Le Chapeau de mon grand-père ». Reiñ a ra ur skouer eus an hentoù-treuz souezhus a c'hell toullañ sevenadur ha yezh hor bro evit dreistbevañ daoust da pep tra.

Dre red e vuhez dezhañ e tamweler ivez hini ur rummad ouzhpenn hag en deus bevet plegenn : « Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh » Rak dibaot eo (betek-hen) lenn eñvorennoù ur Breizhad a oad gant Youenn Guillanton, da lâret eo ez eus aze kaoz eus ar bloavezhioù 1970, 1980, 1990.

Moarvat e vo graet gant tud all eus an hevelep rummad er bloavezhioù da zont. E brezhoneg e vo graet ivez, emichañs.

M. L.

© 2018 YOUENN GUILLANTON / Actualités, souvenirs un site tout en Un créé par Céline Rouault. Crédit photos C.Rouault                              https://youenn-guillanton.webnode.fr/ 
Optimisé par Webnode
Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer