Article en langue bretonne extrait de l'hebdomadaire "Ya" qui présente mon roman "Le Chapeau de mon grand-Père". 

06/10/2017

Lenn ha deskiñ - Niv. 643 Gwener 6 a viz Here 2017

Emb. Gant Yoran Embanner : 168 P : 14 euro

Hiziv e vo lakaet ar gaoz diwar-benn ul levr bet embannet nevez 'zo gant Yoran Embanner.

Le Chapeau de mon grand-père eo e ditl. Skrivet eo bet gant Youenn Guillanton. N'eo ket dianav an den. Skolaer eo e Diwan Roazhon, ha tro en deus bet da embann un teskad barzhonegoù gant Skol Vreizh : « Gwez war Dosennoù ». Kaner eo c'hoazh, ha lakaet da zont e-maez gant Youenn Guillanton teir fladenn, kanet e brezhoneg enno.

N'eo ket e brezhoneg e teu al levr-mañ gant ar skrivagner, met e galleg. Daoust ha ma vez kinniget al levr evel « doare ur romant gantañ » war ar golo-kein, ez eo anat ez eus kaoz ennañ eus traoù gwir, eus traoù bet bevet gant Youenn Guillanton. Tennañ a ra muioc'h ouzh un emvuhezskrid eget ouzh ur romant.

A-hed al levr e ra ar skrivagner gant « me » Komz a ra diwar-benn e familh. Ur Breizhat an hini eo, da lâret eo unan a zo bet skoet gant istor ar vro. Marv eo e tad-kuñv er brezel-bras, priziet ha dispriziet ar vro ganto, he sevenadur, ken e troio ar familh war zu an divroañ...

Ha Youenn Guillanton, e unan, az eas da gejañ gant tud all, seul vuioc'h e tostae ouzh e vro orin, zoken. Betek ma teufe en-dro da vat d'en em staliañ e Breizh, desket gantañ ar yezh, ha war ar memes tro deuet emskiant deus ar stourm politikel az a da heul.

Fromet e vo Yann lenner o treiñ pajennoù levr Youenn Guillanton, hag eñ deuet da benn da lakaat gerioù war ar pezh a zo bet bevet gant kalzig a Vretoned, ha Vrezhonegerien, marteze, dreist-holl.

© 2018 YOUENN GUILLANTON / Actualités, souvenirs un site tout en Un créé par Céline Rouault. Crédit photos C.Rouault                              https://youenn-guillanton.webnode.fr/ 
Optimisé par Webnode
Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer