Interview dans le journal "YA !" 

22/06/2012

"Ar brezhoneg evit reiñ da gompren"

Youenn, ha disheñvel eo, evidoc'h, ho pladenn ziwezhañ diouzh ar re all ? Ya, rak muioc'h a lusk a zo hag abalamour da se ez eo un tammig Pop-roc'h.

Betek-henn e veze santet ennoc'h kizidigezh hag anken dirak ar mod ma tro ar bed. Gwir eo c'hoazh ? Ya siwazh-din hag em eus aon ne cheñcho biken...

Ezhomm ho poa skrivañ ha krouiñ evit chom bev. N'eo ket cheñchet ? A-viskoazh em eus bet ezhomm da livañ da gentañ ha skrivañ pe sevel tonioù da c'houde. Moarvat evit heuliañ hent ma zud rak ma zad a drese ha ma mamm a live e dresadennoù.

Ar frankiz a seblant bezañ ur meizad a-bouez evidoc'h ? Ha frank e c'hell bezañ an den c'hoazh, hiziv an deiz ? Distag eus kement levezon ?Ar frankiz a zo ur ger stur evit ur bern tud, sañset ! Met a-du on ganit, n'eo ket peogwir e vez lakaet war-raok ar ger hud-mañ e vefe kement-se a frankiz gant pep hini ac"hanomp. Ret eo stourm ha peurliesañ paeañ ker ruz hor frankiz, nep tachenn e vefe.

Seniñ a rit, skrivañ barzhonegoù... Pehini eus an daou a lak ac'hanoc'h da grouiñ ? Savet e vez atav un destenn da gentañ hag an ton a zeu warlerc'h. E giz-se e ran dre ma ne sonan gant benveg ebet. Goude e vez kanet hep sonerezh ebet evit lakaat ar ganaouenn en urzhiataer hag a vez gwisket d'ar mare-se gant ar sonerezh. Enrollañ a ran adarre ar c'han betek ma lavar paotr ar sonerezh ez eo mat an traoù. Al labour-mañ a vez graet e Plerin e-kichen Sant Brieg. Perak ar bladenn-mañ ? Petra eo pal ho krouiñ ? Ha war beseurt hent emaoc'h e soñj mont er bloavezhioù da zont ? Ar bladenn-mañ a zo heoliekoc'h eget an div all. Diaes eo lavarout e vefe ur pal resis, nemet difenn ar brezhoneg da skouer ha dispakañ ar pezh a zo war ma c'halon war un dro. Kanañ a zo da gentañ penn ur blijadur. Ne c'hellan ket komz deus un dazont bennak, chañs bras am eus bet dija rak ne oan ket o c'hortoz enrollañ teir fladenn ha kaout produer Ar re Yaouank ! Chañs ivez rak Youenn Gwernig a zo bet paeron ma fladenn gentañ hag em eus enrollet ur ganaouenn gant Kristen Nikolas !

Petra a blij deoc'h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ? Pourmen en natur a blij kalz din rak liorzhour on bet hag e sellan a dost ouzh ar plantennoù hag ar gwez dreist-holl. Ar wezenn a blij ar muiañ din eo ar wezenn faou.

Peseurt levr a yafe ganeoc'h war un enezenn didud ? Marteze "L'existentialisme est un humanisme" savet gant Jean-Paul Sartre.

Ha gant piv ho pije c'hoant da vezañ bac'het en ur saverez e-pad un eur ? Da skouer Nolwen Le Roy.

Peseurt meuz a rit p'en em lakait da geginañ ? N'on ket keginer e mod ebet evit poent, met da skouer boued Bro-Liban a blij kalz-din.

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc'h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c'houlennfec'h diganti ? Goulenn a rafen diganti e lakfe ar Vretoned d'en em glevet ken etreze... (Chañs vat-dit boudig !)

En ur ribourzherez ( machine à remonter le temps) emaoc'h. Kinniget e vez deoc'h dibab ho kantved ha ho lec'h bevañ. Petra a zibabit ? Ma yafen d'ur c'hantved all e c'hellfe bezañ koulz an Dispac'h-Gall hag e yafen da heul Georges Cadoudal !

Petra eo ho «plijadur» pemdeziek ? Bezañ gant ma mestrez.

Gant piv ho pije c'hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ? Gant un den evel Barack Obama evit kaout un tañva deus ar gallout !

Peseurt micher ho pije bet c'hoant d'ober ha n'ho peus ket graet ? Labourer-Douar, evel darn vrasañ eus ma familh a zo bet e-pad rummadoù ha rummadoù, kanvedoù ha kanvedoù...

Dirak petra e vezit bamet ? Dirak ar wirionez e choman bamet atav !

Peseurt donezon ho pije bet c'hoant da gaout ? Donezon bezañ sederoc'h rak n'on ket..

Petra eo ar c'hrenn-lavar a blij deoc'h ar muiañ tout ? "Derc'hel penn d'ar vazh e-keit e glas".

C'hoant ho pije da gas ul lizher klemm d'un den resis. Da biv e kasfec'h anezhañ ha perak 'ta ? D'an Aotrou Doue e savfen ma lizher, en ur c'houlenn digantañ abalamour da betra ez eus kement a dud maleürus war an tamm douar patatez-mañ ?

Hag ul lizher gourc'hemennoù ? D'an Itron Natur rak ne glemm gwech ebet daoust d'an droug a vez graet dezhi bemdez.

Piv eo an den en deus roet deoc'h ar c'hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez (estreget ho tud, anat) ? Ma mamm-gozh a vanko din betek fin ma buhez.

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d'ar vugale yaouank, hiziv an deiz ? Bezañ kalonek kenañ da gentañ, bezañ fin evel al louarn evit mont war-raok hep kouezhañ e-barzh pezhioù stank er vuhez. Ober an traoù hep gortoz an deiz warlerc'h hag evit echuiñ arabat kaout keuz gwech ebet..

Petra a zo, er bed tro-dro deoc'h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c'hoant e vefe displeget deoc'h ? Ar sach blev etre an dud, ar brezelioù, an dispartioù...

Gant petra oc'h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ? Gant ar feulster.

Pehini eo, hervezoc'h, talvoudusañ ijinadenn mab-den ? Ar rod.

Bez' ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec'h ? Cheñch a rafen planedenn...

Ha ma c'hounezfec'h kalz arc'hant goude bezañ c'hoariet d'al Loto ? Reiñ a rafen ul lodenn da Vro-C'hesia hag al lodenn all da Vro-Spagn...

Deuet oc'h da vezañ ul logodennig vihan a c'hell kas he fri kurius e pep lec'h. Pelec'h e kasfec'h anezhañ ? D'am soñj on dija ul logodennig vihan hag e welan kalz re a draoù a n'em befe ket da welout pe da glevout...

Da beseurt goulenn 'ho pije c'hoant da respont "Ya!" ? Daoust-hag-eñ e vo gouest ar Vretoned d'en em glevet ur wech bennak en dazont ha da virviken ?

(Ar respont a zo gant ar voudig).

© 2018 YOUENN GUILLANTON / Actualités, souvenirs un site tout en Un créé par Céline Rouault. Crédit photos C.Rouault                              https://youenn-guillanton.webnode.fr/ 
Optimisé par Webnode
Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer