Article sur l'album Ploërmel Châtelet Les Halles paru dans Bremañ n°372                       

01/10/2012

Youenn Guillanton etre Ploermael ha Châtelet Les Halles

Emañ ar c'haner Youenn Guillanton o paouez lakaat er gouloù e bladenn nevez, Ploërmel - Châtelet Les Halles. Un digarez da doullañ kaoz gant ar c'haner. Diwar-benn e ganaouennoù... Ha diwar-benn traoù all !

Liesliv eo ar sonerezh a ginnigez aze. Gellout a rafemp krediñ bezañ o veajiñ etre Ploermael ha Châtelet Les Halles, n'eo ket war-eeun, met en ur gantreal dre ar bed a-bezh. Pa oan krennard em eus bevet er SeineSaint-Denis [bro Pariz], daoust m'eo ma familh a-orin eus Gwened em eus anavezet da gentañ sevenadurioù pell a-walc'h diouzh hini Breizh. Re Viêt Nam ha Portugal kalz, Afrika... Lusket e veze ma buhez gant taboulinoù liesseurt !

Fentus eo rak ar pozioù, eeun-tre, a seblant bezañ reoù ur c'hrennard o sellet ouzh ar bed tro-dro dezhañ... Klask a ran tapout skeudennoù war ar prim gant ma gerioù, klik-klak, evel e Dreadlocks da skouer pe Traezhenn Dakar. Pozioù tennet eus al levr Gwez war dosennoù int [embannet gant Skol Vreizh].
Daoust m'eo skrijus danvez lod eus ar c'hanaouennoù, diwar-benn Tibet pe al lanv du, e chom laouen hag "heoliek" an tonioù. Plijout a ra din mont en tu kontrol d'ar pezh a vez gortozet. Seder eo an ton diwar-benn Tibet [Milin-Bediñ], gwir eo... Sklaer eo gant Aon 'm eus rak ar marv, n'eo ket teñval ar sonerezh, er c'hontrol. Frankiz ouzhpenn a zo gant ar sonerezh evit degas fent. Kudennoù bras em boa bet gant ma zi-bank da skouer [Ti-bank], ha gwelloc'h farsal ! Arabat leñvañ, dav degas fent keit ha n'omp ket marv.
Pa'm eus digoret al levrig ez on bet un tamm dipitet ne vefe ken nemet ar pozioù e brezhoneg, ar menegoù all zo gallek ha saoznek... Ah ! Mat a rez o lavaret se din. Lakaat a ra ac'hanon da soñjal en un dra a bouez. Tud zo a c'hortoz ma vefe traoù liesseurt e brezhoneg, ma vefe ur yezh vev war bep
tachenn. "Hunvreerien". Me a zo en o zouez... Met ar re zo e penn an traoù, e penn ar festivalioù, an tiez-embann, ar mediaoù, ne reont ket foutrekaer. Ar pezh a gont evito eo ar sifroù.
Just a-walc'h, goude bezañ selaouet da albom e oan oc'h en em c'houlenn : "Peseurt media bras a roio plas dezhañ ?" N'eus ket plas evit ar brezhoneg hiziv an deiz estreget evit ar sonerezh festoù-noz. Aet omp war-souz war an dachennse e-keñver mare Storlok. Deuet eo en-dro an temz-spered n'haller ket meskañ rock ha brezhoneg. Dav gwelet pegen diaes eo ar jeu evit tud evel Dom Duff, Brieg Guerveno pe Gweltaz Adeux... Danvez ur studiadenn a zo ! "Pelec'h emañ ar sonerezh brezhonek en diavaez eus an traoù hengounel ?". Bernez Tangi, hemañ a zo o stourm bepred.
Petra a ra diouer da'z soñj ? Startijenn, awen ha youl a zo gant ar sonerien. Un diouer a frammadur a zo avat, un diouer a genlabour. Dav e vefe kaout unan bennak, plaset mat, youl gantañ da gas war-raok ar strolladoù ha na soñjje ket en arc'hant nemetken. Klevet 'm eus renerien festivalioù o klemm peogwir ne welent ket piv a c'hellfe desachañ kement a dud ha Gilles Servat, Alan Stivell pe Tri Yann pa ne vint ket aze ken. Ne brientont ket an amzer da zont koulskoude ! Souezhet on ne vije bet den o klask sevel un abadenn veur evit brudañ Nolwenn Korbell muioc'h, evel Hêrezh ar Gelted gant Dan ar Braz, met gant Nolwenn en taol-mañ !

Gant sonerien all d'he heul, un nebeud kanaouennoù saoznek evit aesaat ar brudañ er broioù all...
Traoù all a welfes ? Lec'hioù a vefe skignet traoù brezhonek enno. Ur festival distag eus ar festoù-noz evit lakaat war-wel ar pezh a vez savet e brezhoneg hag e gallaoueg. An Taol-Lañs a zo, met dav e vefe embann un dastumad bep bloaz evit diskouez ar binvidigezh. Un droiad a c'hellfe bezañ graet gant un emglev etre an tiez bro hag ar mediaoù lec'hel da skouer... Un degouezh tro-dro d'ar sonerezh savet gant memes spered hag Ar Redadeg marteze ?

Komzoù dastumet gant M.L.

© 2018 YOUENN GUILLANTON / Actualités, souvenirs un site tout en Un créé par Céline Rouault. Crédit photos C.Rouault                              https://youenn-guillanton.webnode.fr/ 
Optimisé par Webnode
Créez votre site web gratuitement ! Ce site internet a été réalisé avec Webnode. Créez le votre gratuitement aujourd'hui ! Commencer